John Peel

John Peel

John Robert Parker Ravenscroft (30 a viz Eost 1939 – 25 a viz Here 2004), anavezet ivez dindan an anv John Peel, a oa un DJ, un animatour skingomz hag ur c’hazetenner saoz.

Brudet e oa dre ma oa gwall ledan ar sonerezh a blije dezhañ, hag ivez peogwir e reas un nebeud fazioù micher (lakaat ur bladenn vinil da dreiñ en tizh fall, da skouer).Un DJ brudet ha doujet er Rouantelezh Unanet hag er bed a-bezh e oa ivez. E levezon a zo bet merzet e bed ar skingomz hag ivez a-fed emdroadur seurtoù sonerezh liesseurt, e o zouez ar sonerezh pop, ar sonerezh indie, ar sonerezh dañs hag ar sonerezh hip hop. Kregiñ a reas gant e vicher gant BBC Radio 1 pa voe krouet ar chadenn e 1967, hag e chomas eno betek e varv.

E 1960 ez eas d’ar Stadoù-Unanet hag e reas a bep seurt micherioù : paotr an urzhiataer, kazetenner. E 1961 e kavas labour en ur chadenn skingomz e Dallas, hag enni e kinnigas un abadenn bemnoz. Labourat a reas evit chadennoù all, mont a reas da skour betek Kalifornia. E kreizk-kreiz ar beatlemania e teuas da vezañ kenskriver ofisiel ar strollad evit ur chanden skingomz all. E 1967 e tistroas da Vreizh Veur. E-pad ur frapadig e voe ivez manager ur strollad kalifornian anvet Misunderstood, ha dont a reas a-benn da gendrec’hiñ anezho da zilojañ da Londrez. Soñj en doa eus ar strollad-se betek dibenn e vuhez, hag e lavaras e 2003 : “Ma tlefen sevel listennad an 10 a badenn o deus plijet ar muiañ din e lakafen ar Misunderstood er Pandora's Box e Hollywood, e 1966. Ma Doue, pebezh strollad dreist e oa ! »


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search